Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 97 —


O veza m’oa dreist holl e karg eur c’hure mont da welet ar re glanv en noz, n’en em gavas ket krenv awalc’h evid al labour-ze, hag e pedas an aotrou ’n Eskop da lamet ar beac’h diwar e ziouskoaz ha da henvel en e leac’h unan all krenvoc’h.

Koulskoude en eur henvel anezan er garg-se an aotrou ’n Eskob en doa heuliet ar c’hiz. Kuzulerien ti-kear n’o doa mui leac’h da glemm ; met skriva rejont evelato d’an eskopti evit goulenn adarre heul ar c’hiz pa vije hanvet eur c’hure all e leac’h an aotrou Masson :

« Brest, ar 27 a viz mae 1790.

Aotrou ’n Eskob,

« Plijadur hon deus bet o klevet oa hanvet an aotrou Masson kure e Sant-Loïz. Karet eo gand e genvroïz ha plijet en dije d’ezo. Siouaz ! oajet (ouspenn hanter kant vloaz en deus) ha berwelet eo, daou abeg hag o deus miret outan kemeret ar garg. A hend-all n’oa nikun ken barrek hag hen da gregi enni.

« Parrez Sant-Loïz, bras evel m’az eo, ha tud enni e-leiz, n’hell ket chom pell hep kure ; kalz labour zo, ha tenn eo ouspenn. Brestiz a welfe gant plijadur henvel kure en o farrez eur c’henvroad yaouank bennak.

« Ho pedi reomp eta en o hano hag en hon hano hon-unan da rei d’eomp unan pe unan eus ar veleien zo breman e Brest. »

Ti-kear a bedas an aotrou Floc’h, hag an dra-man n’eman ket el lizer, da c’houlenn digant an aotrou ’n Eskob henvel kure, an aotrou Laligne, eur beleg a spered, hag ouspenn e kreiz e nerz (43 vloaz). War gaierou an aotrou ’n Eskob de la Marche eo douget eus ar c’henta klas, nemed e klask re a c’hargou uhel. Marteze an aotrou ’n Eskob en doa difizians anezan, pe a anaveze an troidellou a rea evit lakat hen henvel ? Ar pez zo sur eo, n’eo ket hen a oe han-

8