Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/118

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 86 —

eur gefridi ha n’oa mui anavezet. Met allaz ! araok m’oa tremenet miz eost, Necker, ministr an arc’hant a roas da glevet son an dienez. Ar Vodadenn, bet graet evit skanvaat beac’h an tailhou, o greas kalz pounnerroc’h eget araok (6 a viz here 1789). Eus ar pez a deue d’ezan a c’hounidou pe a leve dreist pevar c’hant lur, pep hini en doa da rei ar bevare ; ouspenn e tleed rei 2 hanter dre gant eus talvoudegez an traou arc’hant. An tailhou-ze a oe roet d’ezo an hano koant a « zonezoun d’ar vro ». Pep hini a oa eta pedet da ziskleria e leve hag e c’hounidou ha dioc’h an dra-ze e verked d’ezan ar pez en doa da baea.

Ar veleien a oe gand ar re genta o senti ouz al lezenn nevez ; war gaier Diellou an ti-kear, hanvet « Don patriotique », e lenner ar c’homzou-man :

« D’an 29 a viz du 1789, me Glaoda-Anton-Raoul Laporte, hag a zin aman warlerc’h, a lavar eo e gwirionez 451 lur ar gont am beus da rei evid ezommou ar vro, hervez ar gemennadurez douget gand ar Vodadenn Vroadel d’ar 6 a viz here 1789, diwar benn an tailhou da zevel evit sikour ar vro. — Er gont-se eman an 2 hanter dre gant eus va arc’hanterez.

» En em garga a ran da baea ar 451 lur e teir gwech araog an trede termenn merket gand an artikl X eus lezenn ar Vodadenn Vroadel. Ne roan galloud da zen da gemeret va lod, ma ve eun dervez bennak restaolet an arc’hant kinniget d’ar vro, hervez an artikl XVI eus lezenn ar Vodadenn Vroadel.

Laporte, beleg.

D’ar 1a a viz kerzu, an aotrou Floc’h, neuze Person ar barrez, a lakea e hano evit paea 600 lur ; d’an 2, an aotrou de La Rue, person Rekouvrans, evit hanter kant skoed ; an aotrou Picrel, kure, evit 200 lur…, an aotrou d’Hector evit 10.200 lur.