Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

ar wech kenta, goude beza bet benniget gand an A. Floc’h, dirag eur bobl tud, deuet da gemeret perz el lidou santel ; bolziou an iliz a dregerne gand o mouez galloudus. An dud e karg a bez, gwisket kaer evel ma vezed en amzer-ze, pennou-bras kear gand o familhou fardet pinvidik meurbet, an holl gorfou-micher gand o bannielou, a en em vode en iliz, re vihan en dervez-se evit digemer eur bobl bras-direiz a deue a bep tu, hag a bigne dre an dereziou kaer nevez graet er bloaz 1788 gand an aotrou Besnard.

An deiz-se a oe eta eun deiz a levenez dispar : eun dudi oa gwelet peurc’hraet neuze da vat iliz Sant-Loïz hag e doare da veza konsakret, ar pez a dlie beza graet er bloaz 1791. (Goudeze e teuas amzer an Dispac’h hag iliz Sant-Loïz n’eo bet konsakret nemet d’an 9 a viz du 1926 gand an aotrou Duparc, Eskob Kemper ha Leon). Ar pilierou koz a zo en dro d’an aoter vras hag a oa bet digaset da Vrest eus templ grek-romen Libida, er Cyrenaik, a c’helle, kantvejou ha kantvejou araok, beza gwelet eno kalz a draou kaer ; a dra-zur, ne dremenas ket dindan porched o zempl kenta eur seurt niver a dud a renk uhel hag a dud ker brudet. E kichen ar pennou bras edo dastumet ofiserien skouadrennou Loïz XVI, a oa bet treac’h d’hon enebourien war vor, an dibab eus an noblans koz war zao bepred da zifenn ar vro, ar re a oa bet er stourmajou gant Suffren, de Grasse, d’Estaing, Lamotte-Piquet, du Couëdic ; en eur ger, eur vodadeg hep he far a dud a galon hag a zoare : Douget e vijed da sonjal e c’hoantea, en deiz-se, holl dud a renk uhel ar porz-mor, ken ter ha ken koant, araok beza diskaret da heul ar roue e-unan, en em welet eur wech c’hoaz en o brasa sked.

Siouaz ! an dervez-se ne deuas war e lerc’h hini all par d’ezan. Bez e oe c’hoaz derveziou kaer ha kaeroc’h zoken, met o sked a oa dishenvel. N’oa mui na gwardou war vor gwisket e ruz gant broderez aour,