Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 78 —

e laka an dibr war gein e varc’h (an dibr hag ar westign a vezo gwerzet eul lur ha daou-ugent diwezatoc’h e gwerzidigez e arrebeuri — 1793). Gwech, e za da Gernoas da welet penaos e za al labour en dro ; gwech, da Zant Mark da welet an aotrou person Per Quemener, unan eus e vrasa mignoned : kalonou start an eil hag egile, rag aotrou person Sant Mark a gavo ive gwelloc’h ober pemp bloaz prizon eget toui. An troiou-ze a ran bemdez var varc’h, penaos bennak e ve an amzer, a ra vad d’am gwad, a lavar an aotrou Laporte, hag a ro d’in nerz nevez.

Hag ouspenn, dre ma veve etouez e dud, e c’helle kemeret perz e kement gouel a veze graet en e familh. Evelse e c’hellas, d’an 22 a viz gouere 1788, eureuji en iliz Sant Loiz, unan eus e nizezed, Jann Laporte, merc’h ar mezeg Loiz Glaoda, gant mab eur marc’hadour e hano Per La Vallée.

Lakaat a rankomp dindan ho taoulagad skrid an dimezi-man, rak diskouez a ra eo gwir ar pez a lavaremp diwar-benn galloud ar veleien n’oant na person na kure : evid ober eun eured e rankent kaout aotre an A. Person ; hag ive abalamour e traon ar skrid-man, eun niver bras a dud o deus lakeat o hano, euntregont bennak, hep konta an aotrou Laporte.

« D’an 22 a viz gouere 1788, an aotrou Per Mari La Vallée, mab minor d’an aotrou Per La Vallée, ha d’an itron Florentina Allard, o chom er barrez-man, hag an dimezell Jann-Antonetta-Helena Laporte, merc’h minorez da Loiz-Glaoda Laporte, mestr-mezeg, ha da Gatarin ar Masson aet d’an anaon, o chom e Sant-Salver Brest, o deus en em gemeret an eil egile da bried dirag ar beleg a zin warlerc’h hag en deus, gand aotre an Aotrou Person, o c’hlevet o rei o asant an eil d’egile, goude eur re embannou graet d’ar zul araok, ha goude beza bet dispans eus daou re all digand aotrou ’n Eskob Leon.