Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
d’ar Vuez Devot.

gant ur reveranç ar vrassa, oc’h en em avoui meurbet indin da chom dirac ur Vajeste quer souveren : ha cousgoude oc’h anaout ervat e fell d’e vadelez quemense, e teu da c’houlen ountan ar c’hraç d’e servicha ha d’e adori ervat er Veditation-se. Mar quirit, ec’hillit en em servichout eus a ur c’homsou bennâc hac a vezo ber ha fervant, evel ma zeo ar re-mâ da Zavid : N’am strinquit quet eus ho faç, va Doue, ha na lammit quet digueneèn ar faveur eus ho Speret Santel. Toalit ar sclerigen eus ho Pisaich var ho servicher pe ho servicheres ma zoun ; pliget gueneoc’h diselei va daoulagat hac e considerin an traou admirabl a so ranfermet en ho Lesen ; roit din an intelligeanç, hac ec’h appliquin va speret da anaout ho Lesen hac e sentin outi a greis va c’halon. Me a so servicher pe servicheres deoc’h, roit din ar speret da gompren ar pez hoc’h eus discleriet din ; ha comsou all evelse.

En em adressi a reot ive d’hoc’h Eal Gardien ha d’ar Personachou santel pere a so comprenet er Myster, pehini a veditit : dre exempl er Mister eus a Varo hor Salver ec’h ellot invoqui an Itron-Varia, Sant Ian, ar Vadalen, al Laer deou, evit ma c’hobtenint deoc’h ar c’hraç da gaout un darn eus ar memes santimanchou ha mouvamanchou interieur pere a recefsont er Myster-se. Ha pa veditot var ho maro hoc’h-unan, ec’hel-