lot invoqui hoc’h Eal mad, pehini en em gafo presant eno, evit ma c’hinspiro deoc’h considerationou convenabl. Ha toudememes a reot er mysteryou all. .
Oude an daou bouent ordinal-mâ eus ar Veditation, ez eus un trede pehini ne de quet commun da bep seurt meditationou, darn er galv representation eus al leac’h, ha darn all, quentel interieur : mæs ne de quen tra nemet proposi d’hon imagination ar c’horf eus ar Myster pehini a fell deomp da vedita, evel pa er guellomp en effet visiblamant en hor presanç. Dre exempl mar fell deoc’h medita hor Salver er Groas, en em imaginot penaus emaouc’h var menez Calvar, hac e velit quement a oue great ha lavaret eno d’an deiz eus e Bassion : pe mar quirit, rac ar memes tra eo, en em imaginot penaus eo eleac’h ma emaouc’h memes eo e crucifiet hor Salver er fæçon ma en discrif an Evangelistet. Toudememes a reot pa veditot var ho maro, evel ma em eus èn merquet er veditation pehini a so dresset diaraoc var ar sujet-se, hac ive pa veditot var an Ifern ha var an hevelep Mys-