Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
50
Introduction.

hac an oll Sent, hac e Groas en e raoc, peini a vezo scleroc’h eguet an heaul hac a vezo un ansaign a c’hraç evit ar re vad hac a rigol evit ar re fall.

4. Ar Barneur souveren-se gant e c’hourc’hemen terribl, pehini a vezo neuse-souden executet, a separo ar re vad diouz ar re fall, o lacât darn an tu deou ha darn-all an tu cleiz dezàn ; ur separation pehini a vezo eternel ha pe varlerc’h hini n’en em gafo biquen mui an diou vanden-se assambles.

5. O veza great ar separation-se ha digoret levriou ar goustianç, e vezo guelet sclear maliç ar re vechant hac an abus o deveus great eus a vadelez Doue, hac a ur c’hostez-all e vezo guelet pinigen ar re vad hac an effejou a c’hraç Doue peveus a hini o deveus great un usaich mad, ha ne vezo netra guz. Ah, Doue ! pebez confusion da zarn, ha pebez consolation da zarn-all !

6. Considerit ar Setanç diveza o devezo ar re vechant : Iit, tud milliguet, d’an tan eternel pehini a so preparet evit an Diaoul hac e gompagnunou. Pouesit ar c’homsou-mâ pere a so quer pounner. Iit, emezàn ; ur guer eo eus a un abandon eternel a ra Doue eus an dud maleürus-se oc’h o banissa eus e faç evit jamæs. O guervel a ra, tud mïlliguet. O va ene, pebez malediction ! Ur valediction general pehini a gompren an oll maleüriou, ur malediction pehini ne