Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/434

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
422
Introduction

vont etrese Doue, e collont o alan en un taul-cont, hac e couezont en digourajamant hac en dristidiguez a galon. An dud ententet mad a rent ar ræson-mâ eus a guemen-se, penaus natur an den ne ell quet beza oll affamet hep caout ur satisfaction bennâc pe eus an Eê pe eus an douar : hac ec’his ma teu an eneou da renonç facilamant d’an objedou visibl ha d’ar plijadurezou corporel, pa vezont bet savet aziouto o-unan dre an essa hac an tanva o deveus great eus ar plijadurezou spirituel ; evelse pa vez lammet diganto ar joa spirituel-se dre an disposition a Zoue, oc’h en em gaout ivez a hent-all privet eus a gonsolationou corporel, hac o veza na dint quet c’hoaz acustumet da c’hortos gant patiantet an distro eus ar guir heaul, e seblant dezo penaus ne vezont nac en Eê na var an douar, hac e chomint sebeliet en un nos continuel, en hevelep-fæçon o veza collet ganto bronn o mam evel bugaligou pere a vez dizounet, ma languissont ha ma voelont, ha ma teuont da veza enouus hac importun ispicial dezo o-unan.

Quememâ’ta a erruas en hent eus ar vertuz gant unan hanvet Geffre eus a Perone, pehini a yoa en em lequeat a nevez a yoa da servicha Doue : hemâ o veza deut souden da veza seac’h, privet a gonsolation interieur ha goloet e speret a devaligen, a