Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/428

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
416
Introduction

velit er c’hontrol netra e particulier a guement a gaffac’h a ve bet caus d’ar sec’hor ha d’an degout-se, n’en em amusit quet d’e glasq davantaich ; mæs ganr peb simplicite hep examina mui netra e particulier, grit ar pez ma zan da lavaret deoch.

1. En em humiliit cals dirac Doue, o c’hanaout ho neant hac ho paourentez. Allas, emit-hu, petra oun-me, pa vezàn dileset gueneèn va-unan ! Netra sur, va Doue, nemet un douar seac’h pehini, o veza fouetet ha scarnilet oll, a zisquez ervat an izom e deveus eus ar glao celestiel, hac etretant e teu da veza rentet e poultr ha da veza squignet gant an avel.

2. Pedit Doue, ha goulennit ar joa interieur-se ountâ. Rentit din, emit-hu, va Doue, ar joa-se a silvidiguez. Va Zad Celestiel, mar d’e possibl, distroït ar C’halir-mâ diouzin. Quea diouzin, avel bis, a so quen dibrofit hac a zisec’h va ene ; deut c’hui avel gracius a gonsolationou divin, da c’hueza em jardin, evit ma tui an aaffectinou mad anezi da scuilla ur c’huez dous hac agreabl.

3. Iit da gaout ho Confessour, digorit dezâ ervat ho calon, disquezit dezâ ervat ar secrejou eus hoc’h ene, recevit gant ur simplicite hac un humilite vras an avisou a roï deoc’h ; rac Doue, pehini a gar infinimant an oboissanç, a rent alies profitabl