e hon nadoz-vor, da sellet continuelamant ha da visa perpetuelamant etrese carantez Doue hor C’hrouer, hor Salver, hac hor mad souveren. Pe ny a vev, pe ny a varv, eme an Abostol, da Zoue oump ato. Piou hon dispartio-ny diouz carantez Doue ? Non jamæs netra n’hor separo diouz ar garantez-se nac an affliction, nac an anquen, nac ar maro, nac ar vuez, nac ar boan bresant, nac an amprehansion rac an accidantou da zonet, nac an artifiçou eus an Ærevent, nac an huelder eus ar gonsolationou hac ar brosperiteou, nac an donder eus an adversiteou, nac an deneridiguez, nac ar sec’hor ne dle jamæs hor separi diouz ar garantez santel-se, pehini a so fountet e Jesus-Christ.
Ar resolution-mâ quen absolut da zerc’hell mad ato da Zoue hep quitât jamæs e garantez douç, a servich da gontre-poues d’hon eneou evit o derc’hel ferm er memes stad santel-se etouez quement a geinchamanchou dishenvel a zigaç deomp ar gondition eus ar vuez-mâ : rac evel ma teu ar guenanigou da guemeret grouanennou mein etre o divesquer pa vezont surprenet gant an avel var ar meas evit gallout en em valanci en ear, ha miret na daent quen eas gant an avel o veza pounnereat gant ar vein-se, evelse ivez hon ene, o veza dre ar resolution-mâ briateat stard ar garantez precius a Zoue, a chom constant ha ferm emesq an incons-