Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/406

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
Introduction

en em droubli hac hep en em inquieti, autramant eleac’h caout an effet eus ho tefir, ne reot nemet coll tout hac en em ambarassi mui-ouz-vui.

Va ene a so ato etre va douarn, va Doue, ha n’em eus quet ancounec’heat ho lesen, eme Zavid gueichal ; examinit estreguet ur veich en deiz, da viana diouz nos ha diouz vintin, ha c’hui a zalc’h ivez hoc’h ene etre ho taouarn, pe hi a vez ravisset digueneoc’h gant un inquietud ha gant un inclination fall bennâc. Considerit ha c’hui a zalc’h ho calon en ho courc’hemen, pe hi na d’e quet achapet eus adre ho taouarn evit en em angagi en un affection direglet bennâc eus a garantez, a gassoni, a avi, a c’hoant, a aon, a velancoli pe a joa. Mar deo en em egaret evelse ho calon, abarz peb-tra oll, clasquit-hi, ha digacit-hi goestadic e presanç Doue, o lacat hoc’h affectionou hac ho tesirou dindan an oboissanç hac an disposition eus e volontez divin : rac evel ma teu ar re pere o deveus aon da goll un dra bennâc a so precius dezo, d’e zerc’hel en o dorn serret clos, evelse ivez oc’h imita ar Roue bras-se David e tleomp ato lavaret, o va Doue, va ene a so e danger, ha rac-se e dougan bepret etre va daouarn, hac er fæçon-se n’em eus quet ancounec’heat ho lesen santel.

Na list quet ho tesirou, peguen dister