Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
392
Introduction

tos mui beza dilivret dre ar vadelez hac ar brovidanç a Zoue eguet gant e foan ha gant e sourci hac e dilijanç : mar clasq beza dilivret abalamour dezi e-unan, e vezo ur pres hac un hast bras varnezi o clasq ar moyenou a guemense, evel pa zepante mui ar mad se diouthi eguet diouz Doue : ne lavaran quet e sonche an dra-se, hoguen lavaret a ran e teu d’en em bressi evel pa sonche. Ma na guef quet prest ar pez a zesir, e c’hantre en un inquietud hac en un impatiantet vras, hac evel na vez quet lammet an droug diaguent gant an oll inquietud hac an oll impatiantet-se, mæs quent-se cresquet ha goazzeat e c’hantre an ene en un displijadur dreist voder oc’h en em digourachi en hevelep-fæçon, ma soinch dezi n’e deus remed ebet mui ouz e droug pe ouz e deffot. Guelet a rit eta penaus an dristidiguez, pehini a so just er gommançamant, a zeu da anjandri an inquietud, hac an inquietud a zeu da anjandri goudese ur grescans a dristidiguez pehini a so dangerus bras.

An inquietud eo ar brassa droug a erru gant an ene, exceptet ar pec’het. Rac evel ma teu ar revoltou hac an troublou a ziabarz da ruina ur Rouantelez antieramant, ha d’e ampeich na ell resista ouz an estranjour pe an adversour a ziaveaz, evelse hor c’halon, o veza troublet hac inquietet a zia-