Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/392

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
380
Introduction

pehini a zeu varlerc’h an dentation, ha cousgoude n’en devez quet miret, en deveus ato pec’het dreizi en ur fæçon bennâc, hervez ma zeo en em arretet en-hi cals pe nebeut, ha diouz ar pez a so caus d’ar blijadur pehini en deveus quemeret.

Ur Vaoues, pehini ne deveus quet roet a sujet da un den da gestal outhi, hac a guemer cousgoude plijadur er gestou-se, ne les quet na deo da veza blamet, ma na deus quen caus, nemet ar gestou-se, d’ar blijadur pehini a guemer enno. Dre exempl mar deo quen agreabl mouez ar galant, a fell dezàn rei amourousdet dezi, ma zeo ur chalm hac un dudi e glevet o cana, ha mar quemer-hi plijadur non pas ebars en enclasc, pehini a ra an den-se eus he c’harantez, mæs hepquen ebars en douçder hac er chalm eus e gan, n’e deffe quet a bec’het eno ; peguement bennâc na dleffe quet continui pell er blijadur-se, gant aon na dremenne eus ar blijadur er c’han d’ar blijadur en amourousdet. Toudememes eta mar deu un den da broposi din un invention bennâc leun a subtilite hac a finessa d’en em vengi eus va adversour, ha ma na guemeran plijadur na consantamant ebet er venjanç pehini a broposer din, nemet hepquen er subtilite hac er finissa eus an invention-se d’en em vengi, certen e penaus ne bec’han quet ; peguement bennâc cousgoude na d’e quet expe-