broposition-se dre ur galantis hac un affeterez bennâc, o veza falvezet dezi beza caret gant an hini a so o clasq e deceo, ne deus douet ebet na ve coupabl eus ar broposition dishonest a rae an den-se dezi, ha peguement bennâc na zeuhe quet d’e accepti, ne lesse quet cousgoude na verite beza blamet ha punisset. Evelse e c’herru aviziou, penaus, peguement bennâc na gonsantomp quet d’an dentation, hon eus cousgoude pec’het dreizi, abalamour ma zomp caus dezi da zont deomp. Dre exempl gouzout a ràn ervat penaus, pa c’hoarian, e zoun prest da goleri, da douet Doue pe d’e vlasfemi, hac e servich ar c’hoari da dentation din evit quemense, ha rac-se quellies gueich ma en em lacan da c’hoari, e pec’hàn hac ez oun coupabl eus a guement tentation a erruo gueneèn er c’hoari. Dememes mar goun ervat e teu ar gonversation hac an antretien, pehini am bez ganr ur re bennâc, da zigaç tentation din, ha d’am lacat da goueza ganti, hac en em exposàn cousgoude volontieramant en occasion hac en antretien-se, ne deus quet a leac’h da zoueti na doun coupabl eus a guement tentation a zui din a-chano.
Pa aller ivez en em viret ouz ar blijadur pehini a santer dre an dentation, e pec’her ato oc’h e receo, hervez ma zeo bras pe vian, hac hir pe ver ar blijadur pehini a