Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/364

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
352
Introduction

reti ur moment hepquen en he c’haIon : en hevelep-fæçon ma lacaï ar vœu sacr-se ur vurail gre etre he ene ha peb-seurt desseinou control d’he resolution. Certenamant Sant Augustin a ro un ali bras d’an intanves Gristen da ober ar vœu-se ; hac an Doctror ancien Origenes a dremen larcoc’h cals ; rac avis a ro d’ar graguez demezet d’en em vouestla ha d’en em destina d’ar chastete e cas ma teue o friedou da vervel en o raoc, evit d’ar fin etre ar plijadurezou sansuel pere a allint da gaout en o friedelez, ma c’hallint coulgoude caout ar merit eus a chastete an intanveset, dre voyen ar bromessa-se pehini o devezo great dre avanç.

Ar vœu a rent an œuvrou pere a reer e c’houde agreaploc’h da Zoue, a rent un den courachussoc’h d’o ober, ha ne ro quet hepquen da Zoue an œuvrou pere a so evel ar frouez eus hor volontez vad, mæs a ro dezàn choaz ar volontez memes pehini eo evel ar vezen eus hon actionou. Dre ar chastete simpl e prestomp hor c’horf da Zoue, o viret cousgoude al liberte d’e soumeti ur veich bennâc d’ar plijadurezou sansuel ; mæs dre ar vœu a chastete e reomp dezàn eus hor c’horf un donæson absolut hep distro ebet, hac hep reservi gallout ebet an tu diouzomp d’en em zislavaret a guemense, oc’h en em renta esclavet eürus erc’hisse d’an hini ma e guell beza en e servich eguet beza Roue na