Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/359

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347
d’ar Vuez Devot.


N’en em arretàn quet da ober un instruction ampl d’ar priedou var ar sujet-mâ, gant aon na noassen da goustianç an eneou sempl, pere o deffe ar guriosite da len, hep ec’h apparchante outo, ar pez am be discleriet equenver ur vatier, pehini a so quer sansibl ha quen dangerus evel ma ze houmâ. Ar re pere a so angaget er briedelez a dle consulti ur C’honfessour sur ha prudant var an douetançou ha var an difficulteou, pere a allent da gaout er pouent-se. Lavaret a rân en ur dremen penaus ar pez a dle an eil pried d’eguile, a so galvet gant Sant Paul un dever hac un obligation quer bras, na fell quet dezàn e c’halle unan eus an diou barti en em exanti eus an obligation-se, nemet ar barti-all a gonsante libramant ha volontieramant ; non pas memes evit an exerciçou a zevotion, ar pez en deveus grêt din lavaret ar guer, pehini am eus lequeat diaraoc e chabistr ar Gommunion santel evit an articl-mâ : peguement eta e c’haller nebeuroc’h en em exanti eus an dever-mâ, oc’h e revusi gant pretantionou faltasius ha gant digarezou a vertuz, pe gant disprijanç, pe dre goler ha dre voual humor ? mæs ar priedou a renq lacat evez mad, na abussent eus an dever-mâ, o tremen dreist an urz hac an usaich, a so instituet ennâ gant Doue. Ar pec’hejou, pere a reont o pervertissa an urz-se, a so ato marvel, ha sulvui ma en em