Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/348

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
336
Introduction

separi diouz ar c’horf, eguet an eil pried diouz eguile ; hac an union-mâ ne dleer quet da entent principalamant eus ar c’horf, mæs eus ar galon, eus an affection hac eus ar garantez. An eil effet eus ar garantez-mâ eo ar fidelite vras a dle an eil pried d’eguile. Gueichall e veze gravet ar c’hachedou var ar goualigner, pere a zouguet var ar bisiad, hervez an desteni memes eus ar Scritur sacr. Chetu amâ’ta ar secret eus ar ceremoni, pehini a vez grêt en Eureujou ; an Ilis dre zorn ar Belec a vinnig ar voualen eured, hac oc’h e rei da guenta d’ar goas, e tisquez penaus e teu da siella ha da gachedi e galon dre ar Sacramant-mâ, evit na allo jamæs mui antren en-hi nac an hano nac ar garantez eus a nep maoues-all, endra vezo beo hounnez, pehini a so roet dezàn. Neuse ar Goas a laca ar voualen-se var bis ar Vaoues, evit ma ouezo-hi quercouls penaus ne dle jamæs he c’halon caout affection evit den all ebet endra vevo var an douar an hini ma teu hor Salver eus e rei dezi. An trede frouez eus ar briedelez eo caout bugale hac o mezur evel ma ze dlet. Un enor bras e deoc’h, Priedou, ma teu Doue, o fallout dezâ multiplia an eneou pere a alle e veuli epad an eternite, ma teu, a lavaràn, d’en em servichout ac’hanoc’h evit e sicour en un ouvraich quen din, oc’h anjandri ar c’horfou, pe en re e squill, evel