Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/342

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
330
Introduction

niet, abarz ma vez deut an amser, petra servich, me ho ped an desir-se dezàn na dezi ? mar desir ur c’hreg beza Religiuses, pebez propos a so da guemense ? mar desiràn prena tra va nessa abarz ma ve prest d’e verza, ha ne golan-me quet va amser en desir-se ? mar desiràn endra oun clàn var va guele mont d’ar Sarmon pe d’an Oferen, pe da velet ar re-all pere a so clàn ive, pe da ober exerciçou all pere ne apparchantont nemet ouz ar re a so yac’h, ha ne d’e quet vean hac inutil an desirou-se, pa na d’ema quet em gallout neuse o effectui hac ober ar pez a zesiràn ? ha cousgoude an desirou inutil-se a zeu da occupi plaç cals a zesirou mad pere a dleffen da gaout, evel ma ve da veza patiant, da veza resinet mat da volontez Doue, da veza mortifiet, da veza oboissant ha douç em souffrançou : quemen-se eo a fell da Zoue a bratiquen neuse : hoguen peurvuia e vez hon desirou evel c’hoantou a graguez vrases, pere a c’hoanta queres fresq d’an divez amser, ha resin fresq d’an nevez amser.

Ne approuvan morsetout, penaus un den, pehini a so angaget ha staguet ouz un dever, ur stad pe ur vocation bennâc, en em amusse da zesirout beva en ur fæçon-all, nemet en hini a so convenabl d’e zever, na da zesirout exerciçou, pere n’en em accommotent quet gant e stad hac e gondition