Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
275
d’ar Vuez Devot.

guir e cousgoude penaus d’an deiziou brassa eus a binigen e c’hallet e implija gant avis ur c’honfessour prudant.

Peb-unan a dle quemeret amser en nos da gousquet hervez e gomplexion, quement evel a so requis dezàn evit beza dihun ha vigilant mat en deiz da ober e zever ; hac ec’his ma teu ar Scritur sacr e naouspet-fæçon ; hac an exempl eus ar Sent couls hac ar ræson natural da recommandi deomp cals ar mintin evel ar guella hac ar profitapla pouent eus hon devez, hac ec’his ma ze galvet hor Salver e-hunan ar sao-heaul, hac at Verc’hes ar Goulaoui-deiz ; me a soinch din ez eo ur sourci vertuzus mont abret en noz da gousquet evit gallout dihuna ha sevel mintin mad : certenamant ar poent-mâ eus an deiz eo as graciussa, an douça hac an diambarasseta amser ; al laboucet memes a zeu d’ar poenr-mâ d’hon excita da ziuna ha da sevel evit meuli Doue ganto, en hevelep-fæçon ma servich ar sevel mintin ha d’ar yec’het ha d’ar santelez.

Balaam pignet var e asennes a yea da gaout Balac ; mæs evel n’en devoa quet un intention vad, an Eal er guedas var an hent gant ur c’hleze en e zourn evit e laza : an asennes pehini a vele an Eal, en em arretas a ben teir gueich hep fallout dezi avanç mui: Balaam er memes amser a scoe gantî cruelamant a daoliou baz evit ober dezi avanç