Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/285

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
273
d’ar Vuez Devot.

couls hac ar yun, e tigaç ur frouez hac ur profit pehini a so cals preciussoc’h ; hac evel-se generalamant ez e guell conservi mui evit na de requis a nerz d’ar c’horf, eguet na de lamet anezi digantàn muguet na ranquer ; rac ato e c’haller diminui e nerz deza pa garer, mæs ne aller ato e rapari pa garer.

Me soinch din e tleomp caout ur veneration vras evit ar goms a lavaras hor Salver hac hon Redempteur Jesus-Christ d’e Zisquibien ; Dibrit ar pez a vezo lequeat dirazoc’h. Brassoc’h vertuz eo, a gredàn, dibri hep choas ar pez a vez presantet deoc’h, hac er memes urz ma er presahter deoc’h, pe èn a vezo d’ho coud pe èn na vezo quet, eguet na de choas ato ar gouazza : rac peguement bennâc ma seblante austeroc’h choas ar gouazza, cousgoude ez eus mui a resignation o tibri eus an seurt a bresanteur deoc’h ; rac er fæçon-se ne renoncit quet hepquen d’ho coud, mæs ive d’ho choas ; ha ne de quet un austerite vian, trei hor goud evel ma queromp hac e zerc’hel sujet d’ar rancontrou ha d’an occasionou ; hac ouzpen-se an seurt mortification-mâ n’en em zisquez quet na ne de incommod da zen, ha ne deus nemet-hi a guement a ve propr evit ar vuez civil. Rusa ur bouet pe un tam bennâc a vezo dirazoc’h, evit quemeret un all ; pismigat pe raclat quement a vez roet deoc’h da zibri ; beza difficil hep caout jamæs e ve