Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
271
d’ar Vuez Devot.

yun un devez bennâc estreguet ar yunou a c’hourc’hemen deomp an Ilis : rac ouzpen an effet ordinal en deveus ar yun da sevel ar speret, da vortifia ar c’hic, da bratica ar vertuz ha da acquisita mui a recompans en Eê, ez eo ur mad bras en em veinteni e possession da arreti ar gourmandis, ha da zerc’hell an apetit sansuel hac ar c’horf sujet da lesen ar speret ; ha peguement bennâc na yunemp quet cals, an adversour cousgoude hon douich davantaich, pa ene ervat e c’housõp yun. Ar Merc’her, ar Guener hac ar Sadorn a so deiziou pe da re en em exerce mui ar Gristenien ancien ebarz en abstinanç : quemerit eta eus an deiziou-se da yun quement evel a inspiro deoc’h ho tevotion hac ar brudanç eus ho Tirecteur.

Me a lavarre volontieramant evel a lavaras Sant Jerom d’an Itron vad Leta : ar yunou hir ha dreist voder a zisplich din cals, ispiciai en egard d’ar re pere a so c’hoaz en un oat tener. An experianç e deveus desquet din penaus an asen bian, o veza squiz a-hed an hent, a zeu da glasq en em ecarti ; hac an dud yaouanc ivez, o veza en em squizet hac en em rentet infirm o yun re, a zeu d’en em ecarti goudese diouz ar mortification ha d’en em lesel facilamant da goueza en dilicateri. Ar c’harvet ne redont quet mad e diou amser, pa vezont re lard, ha pa vezont re dreud. Exposet bras vezomp d’an