Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/260

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
Introduction

se a garantez a so prontoc’h ha subtiloc’h d’en em avanç eguet na songit. E songeo deoc’h receo hepquen un ulfen anezàn, hac e viot estonet o velet penaus en devezo sesiet en ur moment ho calon oll ha lequeat e ludu hoc’h oll resolutionou, hac ho reputation e mogued. Ar Fur a gri : piou en devezo truez ouz ur sorcer flemmet gant ar sarpant ? Ha me a gri e c’houde : o tud foll ha disquiantet, ha c’hui a sonch deoc’h sorci ar garantez evit gallout e mania diouz ho faltasi ! En em zivertissa a sell deoc’h ganti, hoguen ho flemma a raï hac e voual grogo enoc’h. Ha c’hui a oar petra vezo lavaret goudese ? Peb-unan a raï goab ac’hanoc’h, hac e vezo c’hoarzet o velet ez e falvezet deoc’h sorci ar garantez, ha var un assuranç faus lacat en ho pruchet un aër dangerus pehini en deveus corrompet ha collet hoc’h ene hac hoc’h enor.

Va Doue, pebez dallentez e houmâ ! c’hoari evellen e credit var gajou quer friol ar pez principal eus hon ene ! Ya, Philotee, Doue ne fell dezâ caout an den nemet evit an ene, nac an ene nemet evit ar volontez, nac ar volontez nemet evit ar garantez. Allas ! cals a zeffaut n’hon eus quement a garantez evel hon eus izom ; me lavar e teffaut infinimant n’hon eus aoualc’h evit caret Doue : ha cousgoude tud miserabl ma zoump e prodigomp hac e scuillomp ar