Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
246
Introduction

mechant int, abalamour ma c’haboutissont erfin da bec’hejou ar c’hic, ha ma laeront ar garantez ha parconsecant ar galon divar goust Doue ha quer couls divar goust ur pried, pe da hini oa dleet ar garantez-se.

Sot ha fol int, abalamour n’o deveus na fount na ræson : ha vean int ivez, abalamour na zigaçont na profit, nac enor na contantamant. Er c’hontrol caus int da goll an amser, da ambarassi an enor, hep e roont quen plijadur nemet an ampressamant hac an hast da pretandi ha da esperout, hep gouzout casimant petra fell da pretandi : rac sonjal a ra bepret d’ar sperejou bian ha sempl-se, ez eus ne oun quet petra da zesirout hac e vanq ato un dra bennâc en desteniou hac er mercou a garantez, pere a roer dezo, ha ne ouffent quet lavaret petra ve, na ne finis jamæs o desir, mæs ato e teu da bressi o c’halon gant disfiziançou, jalousiou hac inquietudou perpetuel.

Sant Gregor a Nazianze o scrifa henep ar merc’het vean, a lavar traou caer var ar sujet-se : chetu amâ un darn eus ar pez a lavar, hac a so adresset particulieramant d’ar merc’het, mæs a so mad c’hoaz evit ar vouaset. Ho quenet natural a so suffisant evit ho Pried, mar deo evit cals a dud, evel ur roued astennet evit cals a laboucet, petra a erruo ac’hano ? hennez a blijo deoc’h, pehini en em blijo en ho quenet, renta a reot