Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/255

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
243
d’ar Vuez Devot.

mant ebet evit lavaret : hen-a-hen en deveus cals a vertuz hac a berfection, rac excellant e c’hoar dançal ha choari a bep seurt c’hoariou manifiq, en em visq propr, admirabl e can, ur min mad hac ur fæçon agreabl en deveus, un den cre hac un den courachus eo : hac an dud libertin a dremen evit ar re vertuzussa entrezo ar re pere eo ar boufounerien vrassa. Evel ma c’happarchant quemense oll eta ouz ar c’hic hac ouz ar santi-manchou exterieur, ar vignounaich ive pehini a so fountet var an seurt perfectionou-se, a so galvet sansuel, vean, volaich ha friol, hac a verit quent an hano a follentez eguet a garantez.

Mignounaich an dud yaouanc eo a gustum en em staga ouz ar gouantis hac ouz an dereadurez eus ar visaich, ouz ar bleo friset, ouz an-aoulagat, ouz an habillamanr, ouz ar min resolu, ouz an discoursou hac ar babillerez ; mignounaich dîn eus a oat an amourouset, pere n’o deveus c’hoaz quen vertuz nemet ur vertuz c’huezet hac orgouillus, na quen jugeamant nemet ur jugeamant diouanet ha bourjounet : evelse ivez an seurt mignounaichou ha caranteziou-se a dremen timad hac a zeu da deuzi evel an erc’h ouz an heaul.


————