Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/231

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
219
d’ar Vuez Devot.

istim eus ar blijadurez foll ha brutal-se.

Mæs evit fæt ar re pere a so demezet, un dra eo hac a so guir, ha ne sonchet quet e ve, penaus eo necesser bras dezo ivez ar chastete ; rac entrezo ii ar chastete ne gonsist quet oc’h en em absteni absolumãt diouz pligeadurezou ar c’hic, mæs oc’h en em voderi enno. Hac evel ma zeo difficilloc’h d’am avis ar gourc’hemen-mâ ; en em liquit e coler, ha na bec’hit quet, eguet na deo ar gourc’hemen all-mâ, n’en em liquit quet e coler ; ha ma zeo eassoc’h evita toutafæt ar goler eguet na deo e regli : dememes eo eassoc’h en em absteni toutafæt diouz plijadurezou ar c’hic eguet na deo en em voderi enno. Guir e penaus al liberte santel eus ar briedelez e deveus un nerz particulier evit mouga an tan eus ar goncupisçanç, mæs an infirmite eus ar re pere o deveus al liberte-se a ra dezo tremen eas eus al liberte d’al libertinaich, hac eus ar bermission d’an dissolution, hac eus an usaich d’an abus. Hac ec’his ma veleur cals a dud pinvidic o laerez non pas dre izom, mæs dre avariçder; evelse ivez e veleur cals a dud demezet oc’h en em diregli hac o tremen dreist an urz en o friedelez dre an intemperanç hac al lubricite hepquen an despet d’an objet ha d’an usaich legitim pe var hini e tleffent hac e c’hallent en em arreti ; o veza hènvel o c’honcupissanç hac o inclination fall ouz un tan vo-