Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
217
d’ar Vuez Devot.

o devoa bet recevet er briedelez, dre occasion pere int tenerroc’h ha sansiploc’h ouz an inclinationou disonest. Abalamour da se e c’hadmire Sant Augustin ar burete eus e vignon guer Alipius, pehini en devoa toutafæt ancounec’heat ha dispriget oll blijadurezou ar c’hic, pere en devoa bet cousgoude experimantet en e yaouanctis. Hac evit guir endra vez ar frouez en o antier ec’hellont beza conservet darn var ar c’holo, darn-all er sabl pe en treaz ha darn-all e touez o deliou, mæs o veza darniet hac antamet ur veich, eo casi impossibl o miret nemet dre ar mel pe dre ar sucr e confitur. Evelse ivez ar chastete pehini ne de quet c’hoaz blecet na corrompet, a ell beza conservet e meur a fæçon ; mæs andal ma vez ur veich darniet hac antamet, ne alleur e c’honservi nemet dre un devotion excellant, pehini, evel am eus lavaret alies, eo ar guir mel hac ar guir sucr eus ar sperejou.

Ar Guerc’heset o deveus izom eus a ur chastete simpl ha dilicat meurbet, evit banissa eus o c’halon peb seurt songesonou curius, hac evit disprigeout absolumant peb seurt plijadurezou impur, pere ne veritont quet evit guir beza desiret gant an dud, pa zereont mui ouz an esen hac ouz ar moc’h eguet outo. Lequeant evez mad an eneou pur-se’ta na zeuent jamæs da zoueti na ve quet guell hep comparæson ebet ar chastete