Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
147
d’ar Vuez Devot.

nion a dle beza d’en em avanç, d’en em fortifia ha d’en em gonsoli e carantez Doue ; rac receo a dleit evit ar garantez ar pez so roet deoc’h dre garantez hepquen. Non, hor Salver ne ell beza consideret en action ebet carantezussoc’h na tenerroc’h eguet houmâ, pe en hini e teu ec’his pa lavarret d’en em neantissa ha d’en em renta e bouet evit antren en hon eneou hac en em unissa interieuramant gant hor c’halon ha gant hor c’horf.

Mar goulen an dut monden ouzoc’h perac e communiit quen alies ? livirit penaus er grit evit disqui caret Doue, evit en em burifia diouz hoc’h imperfectionou, evit en em zilivra diouz ho miseriou, evit en em gonsoli en hoc’h afflictionou, evit en em souten en ho sempladureziou : livirit dezo penaus e tle daou seurt tud mont alies da gommunia : da guenta ar re barfet abalamour ma o deffe ur fazi bras o chom hep tostaat ouz ar sourcen a berfection, pa zint disposet mat ; d’an eil ar re imparfet, evit gallout justamat erruout er berfection : ar re gre evit na zuint quet da veza sempl ; hac ar re sempl evit ma tuint da veza cre ; ar re glàn evit ma vezzint yac’h, hac ar re yac’h evit na zuint quet da glènvel ; ha penaus evidoc’h-hu, ec’his ma zouc’h imparfet, sempl, ha clàn, hoc’h euz izom da gommunica alies gant Jesus-Christ, pehini e ho perfection, ho nerz hac ho medecin. Livirit dezo penaus ar re