Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/107

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
d’ar Vuez Devot.

pe dre hini ec’h offromp da Zoue e vadelez hac e drugarez memes, ar maro, ar goat hac ar vertuziou eus e Vap pe gant re ec’hunissomp hon affectionou hac hon resolutionou... An drede action eo ar supplication pe dre hini e c’houlennomp ouz Doue hac er suppliomp da gommunica ouzomp ar graçou hac ar vertuziou eus e Vap, ha da rei e venediction d’hon affectionou ha d’hon resolutionou, evit ma c’hallimp o executi fidelamant : ha goudese e pedomp ivez evit an Ilis , evit hor Pastoret, hor c’herent, hor mignonet, hac ar re all, oc’h implija evit quemense an intercession eus an Itron Varia, eus an Elez hac eus ar Sent ; er fin em eus merquet penaus e tliet lavaret ar Pater noster hac an Ave Maria, pehini eo ar beden general ha necesser d’an oll Gristenien fidel.

Var guemense oll em eus ajoutet penaus oa ret destum ur boquedic a zevotion : ha chetu amâ petra a fell din da lavaret. Ar re a vez en em bourmenet en ur Jardin gaër, ne sortiont quet laouen anezi anes quemeret en o dourn ur peder pe bemp fleuren da ober ur boquet anezo evit e chuezza hac e zouguen epad an deiz : evelse ivez hor speret o veza en em bourmenet ha discourset var ur Myster bennâc dre ar veditation, e tleomp choas unan pe zaou pe dri bouent, ar re hor bezo cafet muia d’hor gout, hac ar re bropra d’hon avançamant, evit caout