Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

parkeier tro-dro evel bugaligou oc’h ober skol louarn. Nann. War-eeun e oa aet da Sant-Riwal, betek koad ar C’hrannou d’en em guzat. Rak, kompren a rit, ne oa ket evit mont dirak e wreg na dirak e vugale er stad m’edo neuze, mac’hagnet ha dismegañset. Ne vije ket bet anavezet gant e gerent na gant e vignoned, pe, ma vije bet anavezet, e vije bet ivez, siouaz, goapaet en eun doare kriz ! Piou eta en dije bet truez outañ ? Soñjit, piou ? Eul louarn bet dilostet gant eur c’hilhog ! N’en doa mui nemet eun dra d’ober : beva atao e-unan, e-unan, tec’hout diouz daoulagad an holl. Dre gaer pe dre heg e vevo e-unan, rak o soñjal, e tegouezo d’ezañ beza gwelet gant unan bennak ez eo prest da rosta gant ar vez.

Degouezet e oa e koad ar C’hrannou. Teurel a reas sellou a zisfiziañs en-dro d’ezañ evit gwelout hag e oa eul loen bennak kuzet e-touez an drez, pe eul labous kludet war skourrou ar gwez dero. Ne oa loen ebet e-touez an drez. Ne oa labous ebet kludet war ar skourrou. Alanig a dennas e alan an herra ma c’hellas gant ar skuizder a sante hag ar glac’har en doa. Ne oa ket evit mont pelloc’h. Pa soñje en e lost trouc’het, e krede d’ezañ e oa trouc’het ivez e zivesker. Azeza a reas evit ober eun diskuiz. Allas ! allas ! ne oa mui evit azeza, ken kizidik all e oa bremañ e benn-adreñv !

Alanig, neuze, a ziskennas betek eur stivell evit gwelout e-barz an dour sklaer ar gaou a oa bet graet d’ezañ, ha gwelout a reas e oa eur gaou bras. Graet e oa anezañ eul louarn besk !

Edo o sellout ouz e benn-adreñv e melezour an dour, pa c’houitellas eur voualc’h en eur vodenn drez. Alanig a glevas goaperez he c’houitelladenn. « N’oun ket evit chom amañ », emezañ. Mont a reas larkoc’h er