Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/70

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

a saludas anezañ gant doujañs vras. Al louarn a dennas e dog, e vantell hag e vanegou.

« Neuze eo klañv ho pugaligou kaez ? » emezañ gant eun aer truezus.

« Nann, nann, aotrou Alanig, heñchet fall oc’h bet. Amañ n’eus den klañv ebet, hag an hini klañva bremaik, me ’oar pehini e vo ».

Hag heñ o hopal :

« Kokoriko ! »

Ha dao d’al louarn ! Kroget e oa an emgann. Eur yar, diou, teir, peder, dek, a lammas war Alanig, ha da skei war e benn, war e gein, ha war e fri, a daoliou begou dir, a daoliou ivinou dir, herroc’h-herra.

Alanig a c’hoarzas da genta. Dizale, avat, e c’hoarzas glas. Kredi a rae d’ezañ en dije graet an noz-se eul lazadeg spontus. Met ar gouzoug kenta a fellas d’ezañ gwaska a reas d’ar gwad strinka eus e deod. Ne oa ket brao debri poentennou lemm. Hag an ivinou dir, hag ar begou hir a skoe, ha, dre ma skoent, kement yar, kement kilhog a hope hervez giz pep hini : a-berz Roudoudelc’h ! a-berz Bodenna ! a-berz Sant-Riwal ! a-berz Bodingar ! a-berz Lamm-ar-Maro !…

Alanig ne oa ket evit ober jeu ebet mui. Aes a-walc’h e vije bet d’ezañ dont a-benn eus eur yarig, eus eun hanter zousen pe eun dousen zoken, met en em zifenn ouz eun niver ken bras a yer houarnet a oa gwall start evitañ. Ar pep fura eta a oa mont kuit, hep gortoz. Siouaz d’ezañ ! Serret e oa an nor, ha prennet ouspenn. Dre eurvad, an alc’houez ne oa ket tennet kuit eus ar botailh. Alanig a reas eul lamm war-du an nor, a droas an alc’houez hag a sachas davetañ. An nor avat ne zigore ket, peogwir edo ar yer o lakaat skoilh d’ezi kement ha ma c’hellent.

− 68 −