Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/58

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

lavare d’ezañ dec’h : gaouier, laer, muntrer, a lavare d’ezañ hizio : Salud, va gwella mignon. Rak gwir eo bet ha gwir e vezo atao krennlavar hon tadou koz :

Keit ha m’az po madou da rei,
Kalz a vignoned a gavi.
Kouez da-unan er baourentez,
Hag o c’havi holl didruez.

Biskoaz n’en doa bet Alanig ken niverus kerentiez. Izidor a oa eontr d’ezañ. Lostigloan a oa niz. Skouarneg a oa kenderv, Marjan keniterv, ha kalz a re all kerent a bell.

Alanig a selaoue hep kredi ger eus o meuleudi.

« Pa oan pignet er groug », a soñje-heñ, « ha p’edo va fenn e skoulm-riskl al las-kroug, rouez e oa va mignoned ha rouez-kenañ va c’herent. Ma vije degouezet ganin koll an emgann, n’em bije na kar na par d’an eur-mañ er palez ».

« Alanig », eme Nobl, « bezit em palez evel en ho kastell. C’hoant am befe gwelout ac’hanoc’h dont da Gemper da chom, rak adalek an deiz hizio e viot va c’huzulier bras. N’eo ket gant laez ho mamm oc’h bet maget en eur zont er bed-mañ, met gant furnez ha gouiziegez. Va c’huzulier e viot ha va sekretour ivez, ha va rouantelez a vo renet dispar ganimp hon-daou. Ne selaouin mui ar c’hlemmou a glevin diwar ho penn, hag, evit ma prenno an holl o genou, e lakaan ac’hanoc’h ministr ar justiz ».

« A, mat ! » eme Alanig.

« Laouen oc’h ? »

« Laouen-tre, roue galloudek. Mez am eus evelato o welout e peseurt renk uhel oun lakaet ganeoc’h ».

« Ar pez am eus lavaret a zo eun dra graet », eme

− 56 −