Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/45

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

ar boan, neuze sachit, sachit herr ; eur bern pesked a vezo stag ouz ho lost ».

Va gwreg a sentas adarre. Eun eur goude, ne oa ket evit padout gant ar boan. Goulenn a reas digant al louarn ha deut e oa ar mare da sacha.

« Ya, ya », emezañ, « sachit bremañ, kenañ, kenañ, hep damant ebet evit ho lost. Gwelout a reot bremaik an dluzed, an darzed hag ar siliou a zo stag outañ. Marteze zoken e pesketaot eun eog kaer bennak… »

Padal, al lost a oa paket er glerenn ! Al louarn a redas kuit en eur c’hoarzin. Va gwreg a sachas hag a sachas. Yudal a reas gant ar boan. Kouerien a glevas. Deredek a rejont gant ferc’hier ha bouc’hili. A-bell e klevis ivez anezi o hopal hag o c’houlenn sikour. Mont a ris daveti d’ar red.

A-benn neuze he doa gallet en em denna. Kavout a ris anezi o redek war lez al lenn hag ar gouerien o hopal war he lerc’h : laerez deñved ! He lost, avat, a oa chomet er glerenn !

Al louarn, d’an ampoent, en doa trouc’het eur pennad mat a hent. Panevet se, krrr ! gant ar fulor a oa ennoun, em bije distripet anezañ ha graet bleud gant e eskern.

Roue madelezus hag aotrounez, klevet hoc’h eus va istor. Mantrus eo. Karout a rit ar justiz, ha fiziañs am eus e vezo kastizet al louarn evel ma ’z eo dleet. Va gwreg a zo war he gwele, ha n’ouzon ket peur e vezo pare. Plijadur a rafe dezi klevout eo bet krouget al loen vil a zo kaoz ma ne c’hello mui en em ziskouez hep ruzia gant ar vez dirak gouenn ar bleizi. Klevet hoc’h eus, louarn milliget ? Daoust ha n’eo ket gwir ar pez a lavaran ? Ar blouzenn a zo war ho skoaz a zo o vont d’an traoñ ».

− 43 −