Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou Troiou-kamm Alanig al louarn II.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

krisa, ha gounit a raje adarre abalamour ma oa teodet-kaer ? A, nann, nann, nann !

Al loened a oa droug enno. Krozal a raent. Neuze, Nobl ar roue a gomzas :

« Alanig », emezañ, « c’houi a zo eur gwall loen hag eul loen vil, hag ho komzou flour ne dalvezint ket d’eoc’h. En ho komzou neus nemet gevier. Ho kevier, avat, o devo eun termen. Re bell oc’h bet lezet war an douar da lakaat an droug hag an dizurz em rouantelez, da laza Lammig en ho kastell, da laza c’hoar ar vran er waremm, da c’hedal va sujidi war lez an hentou, ha da lavarout d’ezo : salud, mignoned ; ha da lammat warno pa vezont dievez ».

« Selaouit, roue… »

« Na roue na tra ! A-walc’h, a-walc’h ! Poan benn am eus o selaou ho kevier. Mez am eus zoken o welout ac’hanoc’h beo dirak va daoulagad. Pell ’zo, ma vijen bet eur roue ken fur ha ma lavarit, e vijec’h bet krouget ouz beg an uhela gwezenn evlec’h. Ho torfedou a zo brudet er-maez eus ar vro zoken, ha bremaik e vezo lavaret n’eo ket me ar roue, ma vez lezet al laeron hag ar forbaned da veva diouz o micher em rouantelez, hep beza ankeniet ».

« Selaouit », eme Alanig.

» Peoc’h ! a lavaran, ha krouget e viot ! »

Alanig a soñje gant kalz a velkoni :

« Allas, allas ! petra e teuin-me da veza ? O, ma c’hellan mont ac’han eur wech all c’hoaz ! N’eus nemet enebourien dirazoun, ha kounnaret int ouspenn ! Hini ebet anezo n’en deus truez ouzin. Va gwella alvokad a vezo va zeod, ma vezan lezet da gaozeal eur pennadig c’hoaz ».

− 37 −