« Boulc’hurun, ho tad d’eoc’h-c’houi a oa eun arzour, ’m eus aon ? »
« Feiz, evel al lern all. An holl draou-se a zo en hor gwad, en hor gouenn. Eul louarn a zo eul louarn, ha nann eur genaoueg, na petra 'ta ! N’eo ket gwir, va eontr ? »
« Gwir eo, va niz. Ar broc’hed kennebeut n’int ket genaoueien. Ni hon-daou, Alanig, ni a zo kerent-tost, ha me a wel war ho tal eo gwall nec’het ho kalon, ha ma lakfen va skouarn ouz ho peultrin, e klevfen anezañ o lammat berroc’h eget kustum ».
« Ya, va eontr, gwir eo ; gouzout a rit lenn er c’halonou gwelloc’h eget eur mestr-skol pa lenn en e levr. Klevit, hag e vo displeget d’eoc’h penn-da-benn. N’eo ket abalamour e karan ar bleuniou pe kan al laboused eo e tremenan dre ar parkeier, nann ; met abalamour ez eo furoc’h d’in tec’hout diouz an hent bras dre ma tostaomp ouz Kemper. Fellout a ra d’in degouezout er palez hep beza gwelet gant den, pe, a-hend-all, sur a-walc’h, ma kouezan dindan krabanou va enebourien (hag eun niver bras ez eus anezo), e vefe graet va stal a-raok gwelout ar roue ha goulenn digantañ ar pardon evit va holl dorfedou ».
« Evit ho torfedou ? … Me ’gave d’in … »
« A, c’houi ’gave d’eoc’h e oa gevier ha netra ken, ar pez o deus lavaret diouzin Lostigloan ha Duard ? »
« Ha n’eo ket gevier ? »
« Ar wirionez eo penn-da-benn ».
« Ha c’houi an hini en deus hanter lazet Lostigloan ha lazet mat c’hoar ar vran ? »
« Siouaz d’in ! Me an hini ao ! Debret em eus skouarn hennez, ha gwasoc’h torfedou a zo c’hoaz em sac’h. Goap am eus graet ouz ar roue, gevier am