debret ! Duard ar vran he deus kollet he c’hoar, bet dibennet gant eun taol-dant : agn ! Hag abaoe dec’h vintin, pet loenig kaez n’en deus ket lazet ? Marteze d’ar mare-mañ ez eus eur c’honikl paour o tec’hout dirazañ, pe o yudal etre e grabanou, pe, gwasoc’h, war an daol zoken, ha dare da veza debret ! Aes a-walc’h eo d’imp gouzout n’emañ ket Alanig e goustiañs e peoc’h. Kannaded ar roue a zo bet o redek ar vro da bedi an holl da zont d’ar gouel, hag eus pep korn an dud a zo deredet dar palez. Al louarn, avat, a zo chomet e-kichen tosenn Sant Mikael d’ober maro bihan war lez an hentou evit tizout al loened dizrouk ha rei d’ezo ar maro bras ».
« Gwir, gwir ! » a lavaras an holl.
Ar roue a lavaras ivez :
« Ya, ya, gwir eo ha re wir. Istor al louarn ne vezo ket hiroc’h. Deomp d’ezi, peogwir emaomp ganti. Chom da gonta diwar-benn Alanig a zo uza teod, evel m’em eus lavaret bremaik. Bezit prest da zont ganin, a-benn c’houec’h devez amañ, da Gastell-al-Laer. Degasit ganeoc’h hoc’h armou : filc’hier,bouc’hili, strepou, ferc’hier, morzoliou, sabrinier, fuzuilhou, kreier, paliou, ha kement benveg lemm ha kalet a zo en ho ti evit skei, trouc’ha, flastra, drailha ha toullgofa. Krr ! … Skuiz a-walc’h oun aet o selaou hirvoudou war-lerc’h klemmou. Bouzaret oun gant yud va sujidi c’hlac’haret. Alanig en deus eur genou hag a c’houez tomm ha yen bep eun eil ».
« Da ziwall outañ ! » a lavaras Lom.
« D’ezañ da ziwall ! » eme ar roue. « A-benn c’houec’h devez, e tegouezin gant va arme dirak tosenn Sant-Mikael, ha Kastell-al-Laer a vezo dismantret betek an diazezou. Alanig, e wreg hag e vugale, a