Pajenn:Riou - geotenn ar werc hez.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Divougenn ha muzelloù Lotea a oa savet warno bleunioù, livrin e-giz ar brulu ; ha sklaeraet e kavis he daoulagad, a liv gant an oabl boull.


Goude debret gantañ e damm bara a zek eur, an tad a vutune, helmoet ouzh taol, e chik war balm e zorn, ha garenn e gorn e skalf e vizied evit skorañ e garvanoù dizant. Bep un eil sachadenn ha bep un eil mogedenn, e stoue e benn evit tufañ etre e zivesker, hag e lakae a-nevez e chik war ar palm kaledet. Ur roufenn don a oa war e dal. Edo dilavar hag alvaonet ouzh ar porzh.

Ar vamm a droidelle dre an ti.

— Petra a vezo graet ? emezi.

An hini kozh ne fiñvas ket e vuzelloù ha ne zistroas ket e benn.

— Petra vezo graet ? emezañ, goude ur pennad, heu !… heu !… Ar gwinizh a zo aet gant ar rev ; ar c’herc’h n’eo ket diwanet stank… heu !…

Skeud Lotea a dremenas war werenn ar prenestr.

— …gortoz.

Sevel a reas evit mont d’e labour.

Ar vamm a stouas he fenn.


An nevez-amzer a vleunie ar gwez, ar girzhier, ar peurvanoù, ar foenneier ha leton an hentoù ; al laboused a gane d’an heol ha d’o c’harantezioù nevez.

Lotea ne gavas boked mae ebet o vleuniañ dor he zi.

An tad en doa lavaret : …nann.


Ar mammoù a wilioudas ha bugaligoù nevez a