Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

a-du gantañ. Biskoaz ne vezo teneraet e galon, rak en e yaouankiz, ar vamm vleizez he deus desket d’ezañ istor ar ouenn adalek Job, ha fellout a ra d’ezañ veñji e dad-koz. Ken didruez eo deuet ar bleizi da veza e-keñver en deñved ma lavaromp-ni eus eun den kriz : hennez en deus eur galon vleiz.

Met arabat dizoñjal eo bet Lom ha Job er prizon, hag int bet goapet zoken gant o mignoned koz ha disvouedet a-berz ar roue, dre c’hevier Alanig. Dereat eo e vezint enoret kement ha ma ’z int bet disprizet ha dismegañset. N’eo ket gwir ? Eo.

Setu perak en deus Nobl ar roue gourc’hemennet e vezo gouel ha fest er palez en o enor d’ezo o-daou, e seizvet pennad al levr-mañ.


(da genderc'hel )





OBEROU JAKEZ RIOU

(e gwerz e ti Gwalarn)

Gorsedd Digor (pez-c’hoari)………. 8 lur

Ar Run-Heol (kontadennou)………. 4 lur

Geotenn ar Werc’hez (kontadennou)…… 30 lur

Notenn. — Kontadennou « Ar Run-Heol » a zo moulet holl el levr « Geotenn ar Werc’hez ». Al levr-mañ a c’heller prena diganimp, daoust n’eo ket bet embannet gant « Gwalarn ».