Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
dre an noz. Ne oar ket unan petra c’hoarvez. Hag ar mignon a denn e dog pa dremen e-biou d’eoc’h da greisteiz a c’hellfe ober d’eoc’h ho stal ma tegouez d’eoc’h tremen e-biou d’ezañ pa vez sonet hanternoz ».
« Mat ! » eme Lip-e-Bao, « chomomp amañ eta da c’hortoz warc’hoaz, ha lavarit d’in petra a vezo da goan ».
Alanig a lavaras, a vouez izel ha flourik :
« O va niz, ne raimp ket cher vat, evel e palez ar roue. Va fredou a vez atao dister, ha ne zebran nemet meuziou treut. Ma hoc’h eus c’hoant, evelato, e servijin d’eoc’h mel fresk, ar mel gwella a gaver er vro ».
« Ne garan ket ar mel, e feson ebet. Ma n’eus netra all ebet en ti, e karfen gwelloc’h kaout d’am c’hoan
eul logodenn bennak. Mirit ar mel evit ar re all ».
− 32 −