Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/28

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

dero, faoutet en eun tu, ha daou c’henn dir a zalc’he ar faout digor-bras.

« Paeron », eme Alanig, « er faout-se ez eus muioc’h a vel eget na gred d’eoc’h. Plantit ho min e-barz ken doun ha ma c’hellot. Nemet eun ali : arabat ober re gorfad. Droug a rafe d’eoc’h ».

« O filhor », eme Lom, « kredi a ra d’eoc’h eo va genou brasoc’h eget va c’horf ? Nann, nann, n'eo ket. Me ’oar tailha va c’hoant hervez va ezommou ».

Lom eta a gredas Alanig. Lakaat a reas er faout e benn betek an diskouarn, hag e dreid a-raok betek an daou c’hlin. Alanig a grogas diouz e du gant e labour, hag, hep gouzout dare d’ar c’hompaer, e tennas an daou c’henn er-maez eus ar faout.

« Aiou ! » eme Lom, o yudal gant ar boan en e benn hag en e dreid gwasket ha flastret gant ar faout o serri warno.

« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, paeron ? Grit peoc’h, pe an aotrou Rustevel a zegouezo d’ezañ dihuni ».

« O filhor, filhor karet, distardit ar faout, en ano Doue ! »

Komzou flour ar genaoueg n’o doa ket ar galloud da deneraat kalon vouzar Alanig.

Lom neuze, pa welas e oa bet graet goap outañ, a grogas ennañ eur fulor ruz. Diskrapat a reas gant e dreid a-dreñv, ha seul vui ma tiskrape, seul vuioc’h en doa droug, ha seul vuioc’h e kounnare, e c’harme hag e valloze. Kement a drouz a reas ma tihunas mestr an ti. Rustevel a lakaas e fri er prenestr.

« Piou ’zo aze ? » emezañ.

Den ne respontas anezañ. Lom avat a gendalc’he da yudal ha da hopal.

− 25 −