Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/21

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

betek ar porz. Gwisket e oa evel eun ermit. « Salud d’eoc’h, tudjentil », emezañ ; « ra vezo ar peoe’h en ho ti ! »

« Tenna a reas eus e c’hodell eul lizer, skrivet em ano, ha siellet gant koar melen… gant siell ar roue ! Hervez al lizer-se, ar peoc’h a oa sinet, evit atao, etre loened ha laboused ar vro. Alanig a lavaras d’in e oa aet da ermit evit ober pinijenn ha kaout pardon eus e bec’hedou. Diskouez a reas d’in ar skapular a zouge dindan e roched kanab. Touet en doa chom hiviziken, betek fin e vuhez, hep tañva an distera tamm kig.

« A-raok mont kuit, e lavaras d’imp : « An Aotrou Doue a roio d’eoc’h eur bern bugale vat, bugaligou vrao. An Aotrou Doue a skuilh atao e vennoz war an tiegeziou fur ha kristen. Kenavo warc’hoaz ! Pedennou am eus c’hoaz da lavarout ha tiegeziou paour da welout ».

« Mont a reas kuit en eur lenn eul levr santel, hag en eur ober an ezvan da lavarout pedennou. An diaoul avat a sile an droug e diouskouarn an treitour.

« Kerkent ha m’en doa Alanig troet e gein, e redis d’an ti da gas ar c’helou mat d’am gwreg ha d’am bugale. Holl e oamp laouen-bras o klevout e oa aet Alanig da ermit. Maro an droug, maro an anken.

« An deiz war-lerc’h eta, e oan aet gant va ziegez kaer da bourmen ha da gemer aer vat el liorz. Siouaz d’imp ! Al loen fall, kuzet a-dreñv eur vodenn drez, a lammas warnomp hag a gasas gantañ an hini kaera eus va bugale. Ha pa en doa tañvaet, allas ! bemdez e teue da gantren el liorzou. Nag ar chas nag ar chaseourien ne raent aon d’ezañ.

« Ugent bugel am boa. N’em eus mui nemet pemp.

− 18 −