Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/19

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

merc’h a oa ganet d’in. Bugale gaeroc’h ne vez ket kavet war an douar. Mai-Graag, va gwreg, he doa dozvet anezo en hañv tremenet. Yac’h e oant, hag ar vuhez a vousc’hoarze d’ezo. O zreidigou a ziskrape ken brao ar gouzilh e porz ar vereuri ! Disoursi e vevent eno. Eur voger uhel, savet en-dro d’ar porz, a ziwalle anezo diouz an dreitourien, ha daou vell ki bras, gant karantez evit va bugale, a veze atao war evez e toull an nor.

« Ne blije ket da Alanig, al laer, gwelout ac’hanomp o veva ken eürus. Bemnoz e teue da selaou, da gantren en-dro d’ar voger, ha da sellout dre zindan an nor. Eur wech avat e voe gwelet gant ar chas ! A, neuze, e c’hellit kredi, e redas kuit, ar pez a c’hellas mont ! Degouezout a reas d’ezañ beza tizet ganto hag ober anaoudegez gant o dent lemm. Siouaz d’imp ! Ne oa ket bet lazet ! Evelato, goude

− 16 −