Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Troiou-kamm Alanig al louarn I.djvu/14

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

peoc’h dirazoun. D’in-me eo bet ar gwasa, rak an tamm anduilhenn-se a oa bet laeret diwarnoun ».

An tigr a lavaras :

« Ne dalvez ket ar boan gouela na klemm, ma vez lezet al loen d’ober droug. Alanig a zo eul laer hag eur muntrer. Saotret eo bet e galon gant an holl dorfedou. An holl a oar kement-se kerkoulz ha me. Ha pa gollfe ar roue e vrud, e holl vadou hag e vuhez zoken, Alanig a c’hoarzfe gant m’en defe eur bolezig tener da lakaat en e soubenn. Klevit gant peseurt trubarderez du en deus taget Lammig, ar c’had, er sizun-mañ : sellit ! emañ amañ dirazoc’h ar paour kaez Lammig, al loen dizroug. Gwelit e pe zoare truezus eo bet lakaet. Alanig a oa deut d’e di, war zigarez deski e vugale, hag ober skol d’ezo evit netra. Setu ma oant azezet an eil dirak egile evit konta eun tammig kaoz a-raok kregi gant ar gentel genta. Lammig a selaoue ar brezegenn fall hag a grede anezi. En eun taol trumm, Alanig a lammas warnañ, hag a stardas toull e c’houzoug gant e ivinou lemm evit e grouga. Degouezet e oa d’in beza e-kichen an ti d’ar mare. O klevout an tad o hopal, hag ar vugale o leñva, e redis da welout petra a c’hoarveze. Souezet e oan chomet p’em boa anavezet Alanig. Edo da vat o klask rei taol ar maro d’ar paour kaez loenn dizifenn. Sellit ouz Lammig, aze ; dindan ar mouchouer en deus lakaet en-dro d’e c’houzoug ez eus gouliou spontus. Panevedoun e oa graet gantañ. Roue galloudek, n’eo ket da d’in lavarout hiroc’h. C’houi a zougo bremaik eur varnedigez just, rak keit ha ne vezo ket barnet Alanig, hervez an torfedou en deus graet, e klevot c’hoaz meur a glemm a-berz ho sujidi ».

− 11 −