Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
wech kenta d’ezañ klevout ano eus seurt tra, ne ouie ket gwall vat petra ober, mont da Gemenez pe chom hep mont, pa voe gwelet eur vagig he goueliou digor o tont eus tu an enezenn.
Bag ar Foll an hini oa.
An itron Foll brudet en holl inizi, a veve gant eur mab nemetañ, e Kemenez, gant eun ugent beziner bennak, lakepoded ha forbaned deut di da labourat pell diouz archer ha barner.
JAKEZ RIOU.