Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Skuizhder.djvu/1

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
SKUIZHDER
gant
Jakez RIOU


Perak genel, Doue, peogwir n’eo ar vuhez
Nemet ul luc’hedenn o tremen war ar bed ;
Peogwir n’eo nemet tristidigezh,
Ha teñvalijenn hag anken ?
Perak d’ar sklerijenn ’ tigor hon daoulagad,
Peogwir ’ vent, peurviañ, leun a zaeloù c’houero ?
Perak e valeomp dindan an oabl garo,
War hentoù leun a spern, i ruziet gant hor gwad ?

Yaouank-flamm on, koulskoude : c’hoazh ne ’m eus baleet
Nemet ’pad ugent vloaz, war ribl teñval ar bed,
Hag e-pad ’mañ an heol o par’ d’ar yaouankiz,
Warnon ne gouezh nemet koumoul an arne…

’Vel ar re all on mab dit, o Doue !
Koulskoude,
Hep ur sell a druez, va-unan, hep diskuizh,
Hep harp d’am izili brevet,
Dic’hoanag em c’halon, va ene ankeniet,
Dindan an oabl izel, en un noz peurbadus,
Kreiz an arne, ne glevan nemet mouezh skiltrus
Al labous-mor hag hirvoud an avel.

’Vel ho mibien, Doue, ’zlefen bezañ laouen,
Evel ar re a zo dirazoc’h daoulinet,
Laouen evel ar re a bok d’ho treid toullet,
Hag a sko d’o feultrin gant mein kalet an hent…
…Ha tristidigezh zo war va zal ;
Va ene zo leun a c’hlac’har,
Ha kaer em eus sellout war-zu an neñvoù dall,
Dreuz ar c’houmoulenn du, steredenn ’bet ne bar.