Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Holl
’ Maint ’ tont ?
Ar gedour
N’emaint ket, rak en-dro int aet e-barz an ostaleri.
Konwoion
Perak int deut er-maez hag aet e-barz en-dro ?
Ar gedour
Evit eun dizour e oa.
Holl
Ni hon eus ivez c’hoant dizoura.
Konwoion, d’ezañ e-unan
Ne deuin ket a-benn da zerc’hel ar baotred-mañ war ar blasenn. Archerien ! archerien ! Feiz ! brao emaoun ganti !… N’eus archer ebet war ar blasenn !… (Eun Archer o tont d’an ampoent) Eus pelec’h emaout o tont ?… Respont ’ta.
An Archer
Aotrou… aotrou… ’n Eskob…
Konwoion
Besteod out ?
An Archer
O !… n’oun ket.
Konwoion
Besteod ha leun !
An Archer
O ! eul lipadennig.
Konwoion
Gwall deo eo neuze da deod. En em denn ac’han ha kae d’ober eur c’housk e-tal ar bern plouz. (An archer a gerz en eur vralla)
Fañch
Me ’ zo mezo evel an archer.
94 —