Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/84

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
konwoion

Ar gwella louzou evit ar baotred-mañ a zo ar votez hag ar fust. (Rei a ra eun taol baz-eskob da fañch.)

fañch

Sevel a ran, aotrou ’n Eskob. (Ober a ra an azvan da sevel.)

konwoion

Ha c’houi, Fañch, n’oc’h ket savet c’hoaz ?

fañch

Eo, eo, aotrou ’n Eskob ; emaoun aet kuit. (Fañch a sav hag a azez war eun dro.)

konwoion

Ha Youen ?

youen

Eur bannac’hig am eus c’hoaz da eva.

konwoion

Na bannac’h na tra.

youen

Komandet eo.

konwoion

Mar deo komandet, me a baeo. Kuit !

youen

Emañ an itron o tont gant he ficher.

an ostizez

Setu amañ, Youen, chufere nerzus. (An Aotrou ’n Eskob a grog er picher hag a lonk ar chufere.)

konwoion

Doue ho paeo, itron.

youen

Bremañ avat, ez an war-eeun d’ar blasenn. (Da fañch) N’ouzoc’h ket an enor bras en deus graet d’in an aotrou ’n Eskob ?

82 —