Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
fañch
Eun taol gwad dizañjer ha marc’had mat.
yann
Ha me da zoug dre da choug.
youen
Ha me kement all dre ar penn all.
yann, fañch, youen ha job
Ar medisin…
seza
…Va fri o wada…
maivon
…Ar medisin ha va brilli…
madalen
…Va fec’hed marvel hag an tad kovesour…
holl
…O deus kemeret lojeiz e boulienn an archer.
(C’hoarzadeg. Eva a reont. Yec’hedou. Kan ha koroll.)
Gwell eo o ! gwin gwenn barr
Na mouar !
Gwell eo, o ! gwin gwenn barr.
Tan, tan, dir o ! dir… (hag all).
(An Aotrou ’n Eskob a dremen, er-maez, e-biou d’ar prenestr.)
holl
Pssst ! An Aotrou Konwoion ! (konwoion en ti).
konwoion
Safar ha cholori e gleven bremaik, en ostaleri an Trilonk. Den ne respont bremañ ? Gwall sioul ha gwall davedek oc’h deût da veza war eun dro, evit beza dibec’hed… Atao en ostaleriou, hag
78 —