Mont d’an endalc’had

Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/62

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
yann

Da lavarout d’ar perc’henn n’eo ket druz awalc’h ar peuri en e bark.

an archer

Gouzout a ra petra a zo en e bark hep ma vo lavaret d’ezañ. Deuit amañ en-dro (Yann a dosta en eur c’hrozmolat.)

an ostizez, dre ar prenestr

Yann, servichet eo da vanne.

yann

Emaoun o vont. (Ober a ra tro.)

an archer, da yann

Dont a reot amañ pe me a ya d’eoc’h ? (Yann a dosta goustad. Fañch a gouez eus e sav war ar blasenn.)

an archer

Petra ’ zo c’hoarvezet gant an den-mañ ?

yann

Skoet gant eun taol gwad dindan an heol bero.

an archer, da yann

It buan da glask ar medisin.

yann

Gwell eo dougen anezañ betek an ostaleri evit ma vo skuilhet dour fresk war choug e gil. Eur fozad dour sin a dalvez eur medisin. (yann, youen ha job a grog e fañch hag a zoug anezañ d’an ostaleri. madalen, maivon ha seza a glask ivez rei sikour. an archer d’ezo :)

60 —