Pajenn:Riou - Nomenoe oe.djvu/32

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


e kroaz. (Lomig a sent. Konwoion a zeu er sal-studi. Kerkent, avat, ar vugale a zeu da veza sioul, evel kizier o logota).

Konwoion

Breur Gwennoll, klevet em eus trouz, amañ, bremaik.

Gwennoll

O lenn e oan, va zad, ar gwerziou savet bremaik gant ar vugaligou, hervez ho kourc’hemennou, ha pennadou a lakae anezo da c’hoarzin.

Konwoion

Ne oa ket dleet d’eoc’h o lenn kreñv, breur Gwennoll. Daoust ha talvezout a reont eun draig bennak ?

Gwennoll

O ! mann ebet, va zad.

Konwoion

Soñjal a raen, avat, o dije lezet ar c’han hag an diskan gant laboused an Aotrou Doue.

Gwennoll

Ha goude, e lennis an hini savet ganin, ha youc’het o deus, ken brao all o deus kavet anezi.

Lomig

An anduilhenn !

Konwoion

Hag ar paotrig-mañ war e zaoulin hag e zivrec’h e kroaz ?

Gwennoll

Lomig an hini a youc’he an herra.

30 —