- Manati Redon. Eur gambr vras. En daou du, gweleou, kousket enno bugaligou. Ar manac’h GWENNOLL a ya hag a zeu eus eur penn d’ar penn all, o prederia. Selaou a ra, e skouarn ouz eur prenestr, eur FOETER-HENT, o vale er-maez.
Al loar a zo kaer, an noz a zo skañv. An Aotrou Doue emañ e anal o tremen, henoz, war ar maeziou… Eur steredenn a zo kouezet eus an neñv, e tu ar reter… Eur steredenn a zo kouezet ; eur roue a zo bet divarc’het. Va c’halon a zo diboaniet, rak Breiz a zo digabestret.
Breiz digabestret !… Nag a vrud e kêr Redon, bremaik, pa vo savet an heol. Nag a levenez pa zegouezo war ar blasenn. Nomenoe, ar marc’heg holl-c’halloudek, gant e varc’hegourien daer, sounn o fenn, feroni an emgann ha levenez an trec’h en o sellou talarek. Dont a raint da zaoulamm o mirc’hed kuladus, frankaet o fronellou, o moue an avel, tan en o daoulagad hag eonenn war o divesker, ruziet gant gwad an enebourien villiget. Gloar da Vreiz war an douar ha gloar da Zoue e-barz an Neñv evit ar blanedenn gaer a voe tonket d’imp ! (Eur boutad avel a hej stalafiou ar prenestrou). Ene ar roue Arzur o tremen, moarvat. Aotreet eo bet d’ezañ gant an Aotrou Doue da ziskenn e Breiz ha da gaout perz, en hon touez en nevezenti vurzudus. O ! Nomenoe, enor ha meuleudi ha gloar d’eoc’h ha d’ho kadourien adalek an deiz a hizio betek an deiz meur ma vo gwelet eur groaz tan o skedi en neñv ha Mab Doue o tiskenn war eur goumoulenn da zont da gemenn d’ar gristenien e vo degouezet fin ar bed… Ouf ! n’eo ket fall. An Awen ha me, ni en em glev evel breur ha c’hoar.Savomp eta buan eur werz ma vo dibabet evit beza lennet war ar blasenn pa zegouezo Nomenoe gant e vrezelourien c’hlorius. Plijout a ray, me ’ zo sur, d’hon tad santel Konwoion hag, er c’henstrivadeg, e teuio ar maout ganin.